en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 29 a viz Ebrel 2025

Keleier ar vro d'ar Meurzh 29 a viz Ebrel 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Anton Burel

Chadennaet e oa bet Ti Ajañs Rannvroel ar Yec'hed e Sant-Brieg gant Difennerien Ospital Gwengamp


Ur 100 a dud a oa bodet dirak ti Ajañs Rannvroel ar Yec’hed disadorn. Deuet e oant evit enebiñ ouzh diviz an Ajañs serriñ ti-gwilioudiñ Ospital Gwengamp. 500 bugel a veze ganet bep bloaz e Gwengamp met fell a ra d’an ARS serriñ an ti-gwilioudiñ memestra. Dec'h en doa embannet an ARY ne vo ket digor an ti-gwilioudiñ e-pad 6 miz ouzhpenn, padal eo serret abaoe daou vloaz dija. Kenderc’hel a ra ar stourm evit an dregeriz hag ar sant-briegiz a oa deuet, en o mesk Gael Roblin kuzulier-kêr e Gwengamp.

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Un trede galv raktresoù tro-dro d'an treuzkemm ekologel 'zo bet lañset gant Douarnenez Kumuniezh

Lañset he deus Douarnenez Kumuniezh un trede galv raktresoù tro-dro d'an treuzkemm ekologel. Betek an 11 a viz Mae e c'hell ar c'hevredigezhioù klask kaout ur skoazell, etre 500€ ha 2000€, evit kas o raktres da benn. Gellout a ra ar raktresoù-se bezañ e liamm gant an energiezh, al lojeiz, al labour-douar, an douristelezh ha kalz temoù all c'hoazh. Muioc'h a zisplegadennoù gant Katell Chantreau, dilennadez e Douarnenez kumuniezh, a ro un nebeud skouerioù deomp eus ar pezh a c'hell bezañ graet.

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas


Ha da glevet ivez er c'heleier :

- D'ar 7 a viz Mae e krogo ar c'honklav evit dilenn ar pab nevez

- Emvod al Lez-varn Etrevroadel war bloc'had Gaza gant Stad Israel

- Un harz-tennañ e Ukraina etre an 8 hag an 10 a viz Mae 2025

- Harzet eo bet muntrer Moskeen Khadidja e La Grand-Come en Okitania

- Ar c'harr-tan C5 Aircross a vo produet e La Janais e Karnod

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio